Gerd von Rundstedt

Poltred Gerd v. Rundstedt e 1940

Karl Rudolf Gerd von Rundstedt (12 a viz Kerzu 187524 a viz C'hwevrer 1953) a oa un ofiser a renk uhel d'al lu Alaman Generalfeldmarschall e-pad an Eil Brezel-bed.

Ganet e oa bet e Prusia en ur familh gant un hengoun milourel kreñv hag hir. Rundstedt a vez degemeret e Lu impaleriel Alamagn e 1892. Pignat a raio ar renkoù soudard e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, bez e voe ofiser er burevioù penn. E-pad ar bloavezhioù etre an div brezel bed e gandalc'ho gant an hent soudard, tizhout a raio ar rank a Koronal jeneral (Generaloberst) a-raok mont war e leve e 1938.

Galvet eo a nevez e-penn kentañ an Eil Brezel-bed evel penn ar Strollad lu Su e-pad brezeliadenn Polonia. E-penn ar Strollad Lu A e voe e-pad brezeliadenn ar Frañs. Er bloavezh 1940 ez eo enoret d'ar rank a feldmarschall. E-pad Oberiadur brezel Barbarossa, tagadenn an URSS e miz Even 1941 e voe penn d'ar Stollad Lu Su. Dont a raio a-benn gant e strollad lu da seveniñ brasañ enkelc'hiadenn milourel istor mab-den e-pad Emgann Kiev.

Roet e voe e sac'h dezhañ gant Adolf Hitler e miz Kerzu 1941, dres goude kiladenn an Alamanted e Rostov, galvet e voe hag-un-dro e 1942 gant ar garg Penn-uhelañ talbenn ar C'hornôg.

Skarhzet eo adarre eus e bost goude trec'h ar Gevredidi war an nerzhioù Alaman e Normandi e Gouhere 1944, met galvet e voe adarre gant ar garg Penn-uhelañ talbenn ar C'hornôg e miz Gwengolo. Chom a raio gant ar post-se betek ma vefe skarzhet gant Hitler evit ar wech ziwezhañ e miz Meurzh 1945.

Rundstedt a anaveze darn an iriennoù a-enp Hitler met biken ne gemero perzh. Goude ar brezel, e voe tamallet dezhañ torfedoù-brezel met ne voe ket barnet biken na kondaonet. Daou abeg penn a zo d'ar fed-se, doare ofisiel dre ma oa war an oad ha klañvidik, nann ofisiel dre ma oa ezhomm gant ar Gevridi eus al lu alaman hag eus harp ar familhioù bras e-pad ar Brezel Yen a oa o kregiñ a-benn talañ ouzh bloc'had broioù ar reter.

Dieubet e voe e 1949, aet eo da Anaon e Hannover e 1953.

Rundstedt gant Adolf Hitler ha Benito Mussolini e 1941

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search